jeudi 21 janvier 2010

PEDADENN

Pedadenn

Ofis ar Brezhoneg zo laouen ouzh ho pediñ d’an emvod ma vo kinniget deoc'h :

Diagnostik stad ar brezhoneg e Bro Gerne

D'ar Gwener 29 a viz Genver 2010, da 6e abardaez, e Ti ar Vro Kemper
3 Plasenn ar Familh Gabaï, 29 000 Kemper
E 2004 e oa bet savet diagnostik kentañ bro Gerne. Pemp bloaz goude ez embann Arsellva an Ofis un diagnostik nevez a zielfenn emdroadurioù stad ar brezhoneg er vro.
Kement tachenn a denn d’ar yezh a zo bet studiet : an deskadurezh er skolioù, ar c’helenn d’an dud deuet, ar vuhez publik, an dudi…
Laouen e vo tud an Ofis oc’h eskemm ganeoc’h war an emdroadurioù liesseurt a c’heller merzout o tielfennañ ar mankoù a chom c’hoazh koulz hag an araokadennoù, a-benn kompren mat e pelec’h emañ an ezhommoù ha penaos respont dezho.

E Kemper, Douarnenez ha Kemperle e vo kinniget an diagnostik-mañ.

Invitation

L'Office de la Langue Bretonne est heureux de vous inviter à la présentation du :

Diagnostic de l'état de la langue bretonne
dans le Pays de Cornouaille

Le vendredi 29 janvier à 18 h, à Ti ar Vro Kemper
3 Place de la Famille Gabaï, 29 000 Kemper

Le premier diagnostic du Pays de Cornouaille a été réalisé en 2004. Cinq ans plus tard, l’Observatoire de l’Office publie une nouvelle étude qui analyse les évolutions de la situation de la langue sur le territoire cornouaillais.
Tous les domaines concernant le breton ont été étudiés : l’enseignement scolaire, l’enseignement aux adultes, la vie publique, les loisirs…
L’Office sera heureux d’échanger avec vous sur les évolutions diverses qu’il a pu constater, analyser les manques qui persistent mais aussi les progrès, afin de bien comprendre où sont les besoins et comment y répondre.

Ce diagnostic sera présenté à Kemper, Douarnenez et Kemperle.

Aucun commentaire: