D’ar Sul 12 a viz Gwengolo, dindan un heol lirzhin e kasas ar gevredigezh Div Yezh Kemper ur c’hant bennak a gerent, a vugale hag a vignoned d’he heul evit ur bourmenadenn e kanoe-kaiak war an Oded. (Andoniet eo ar stêr er Menezioù Du, en harzoù Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan. Dre Gemper ez a ma tegouezh dourioù ar stêr Deir, ar Froud hag ar stêr Jed, kent ledanaat en un aber bageüs hag a ya er Meurvor Atlantel 56km pelloc’h e Benoded). Kuit ez eas al lestraz laouen a daou-ugent bag da 10e30, eus diazlec’h mereiñ Krec’h Gwen, goude bezañ kelennet gant Estevan (e brezhoneg mar plij), war-du Porzh Meilhoù e Gouenac’h. War ar c’hal, en hanter hent da Venoded, el lec’h ma oa ur pik-nik dleet-mat dezho ouzh o gortoz. Goude bezañ lugudet ez eas ar c’houch kuit e-tro 2e30 hag aet gant red an dour evit arvestiñ ouzh fonnusted ha liesseurted al loened hag ar bleuñv e pleg-mor an Toulven. Bras ha bihan a oa bet bamet gant kerc’heized louet ha skouled. Distro d’an diazlec’h e-tro 4e a-benn d’an avel, an dour o saflikañ e bae Kerogan. Skuizh-divi, bamet avat gant kened ar maezioù gouez, e touas ar berzhidi adober kement-all ar bloaz a zeu. D’ar Sul 12 a viz Gwengolo, dindan un heol lirzhin e kasas ar gevredigezh Div Yezh Kemper ur c’hant bennak a gerent, a vugale hag a vignoned d’he heul evit ur bourmenadenn e kanoe-kaiak war an Oded. (Andoniet eo ar stêr er Menezioù Du, en harzoù Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan. Dre Gemper ez a ma tegouezh dourioù ar stêr Deir, ar Froud hag ar stêr Jed, kent ledanaat en un aber bageüs hag a ya er Meurvor Atlantel 56km pelloc’h e Benoded). Kuit ez eas al lestraz laouen a daou-ugent bag da 10e30, eus diazlec’h mereiñ Krec’h Gwen, goude bezañ kelennet gant Estevan (e brezhoneg mar plij), war-du Porzh Meilhoù e Gouenac’h. War ar c’hal, en hanter hent da Venoded, el lec’h ma oa ur pik-nik dleet-mat dezho ouzh o gortoz. Goude bezañ lugudet ez eas ar c’houch kuit e-tro 2e30 hag aet gant red an dour evit arvestiñ ouzh fonnusted ha liesseurted al loened hag ar bleuñv e pleg-mor an Toulven. Bras ha bihan a oa bet bamet gant kerc’heized louet ha skouled. Distro d’an diazlec’h e-tro 4e a-benn d’an avel, an dour o saflikañ e bae Kerogan. Skuizh-divi, bamet avat gant kened ar maezioù gouez, e touas ar berzhidi adober kement-all ar bloaz a zeu. | Dimanche 12 septembre, sous un soleil radieux, l’association Div Yezh Kemper a embarqué une centaine de parents, enfants et sympathisants pour une ballade en canoë-kayak sur l’Odet. (Le fleuve prend sa source dans les montagnes noires, aux confins du Finistère et du Morbihan. Il traverse Kemper où il reçoit les eaux du Steir, du Frout et du Jet. Avant de s’élargir en un aber navigable qui se jette dans l’Atlantique, 56 km plus loin à Bénodet). L’armada joyeuse d’une quarantaine de bateaux a pris le départ à 10h30, de la base nautique de Creac’h Gwen, après les instructions d’Estevan (en breton mar plij), en direction de Porzh Meilhoù à Gouesnac’h. Cale, à mi-chemin de Bénodet, où les attendait un piquenique bien mérité. Après avoir lézardé, l’équipage est reparti vers 14h30 et s’est laissé porter par le courant, afin d’admirer la richesse de la faune et la flore dans l’anse de Toulven. Hérons cendrés, Busards ont émerveillé petits et grands. Retour à la base vers 16h face au vent, avec un léger clapot dans la baie de Kerogan. Épuisés mais ravis par la beauté des paysages sauvages, les participants se sont promis de remettre cela l’an prochain. Les bénéfices tirés de cette |
samedi 4 décembre 2010
DIV YEZK KEMPER à l'HONNEUR
Inscription à :
Publier les commentaires (Atom)
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire